1 . Ar brezhoneg eo yezh ar staj.
Staj KEAV a zo ur bodad tud laouen oc’h en em gavout asambles evit klevet ha komz brezhoneg a-hed an devezh hag e-pad ur sizhun, pe div, evit bevañ e brezhoneg hag evit reiñ tro d’an deskarded da zeskiñ ar brezhoneg o soubañ enni a-hed an amzer.
Anez gouzout diazezoù kentañ ar brezhoneg (ur bloavezh studi pe zaou) n’hall ket staj KEAV digas frouezh d’an den. D’ar gwir zeraouidi e tegasomp da soñj e vez aozet stajoù evite er memes mare.
2 . Ar c’hentelioù war ar brezhoneg diouzh ho live hag ar c’hentelioù er rummadoù war temoù, war un danvez
E pep hini eus an div sizhun e rank an den dibab etre :
studiañ brezhoneg e kentelioù aozet e kentelioù a strolladoù bihan diouzh e live,
pe
heuliañ kentelioù en ur rummad hag a bleustro war un danvez bennaket a vo diskleriet deoc’h pelloc’h.
2 . 1 . Ar c’hentelioù war ar brezhoneg e strolladoù bihan diouzh o live
Renket hag aozet e vez ar c’hentelioù-se diouzh live ar stajidi. Dre testennoù pe c’hoarioù e vez studiet brezhoneg : ar c’heriaoueg, ar yezhadur hag an distagadur diouzh doare pep kelenner. Lakat mod pe vod ar skolidi da gaozeal diouzh o live eo ar pal.
An dud ne gomprenont ket re vat pe n'int ket gouest da gaozeal aezet-tre eo o flas en unan eus ar c’hentelioù-se.
Pemp strollad a vo. Strolladoù al live uhelañ (ar strolladoù 4 ha 5 da gustum) a zere mat-tre ouzh an dud a oar komz, kompren ha skrivañ mat brezhoneg.
2 . 2 . Kentelioù ar rummadoù war un tem, war un danvez
Ar re a oar komz, kompren ha skrivañ mat brezhoneg a c’hall en em enskrivañ en ur rummad kentelioù da bleustriñ war un danvez bennaket. N’eo ket un « danvez da zibab e framm ar c’hentelioù ordin » : a-hed an devezh hag a-hed ar sizhun e vo labouret war an danvez-se.
Notre histoire | Modes d'emploi |
Le réseau local | Pour les assos |
Notre équipe | Pour les pros |
Rejoins-nous | Pour les collectivité |
Deviens ambassadeur WiKer |
©2020 Wiker - Tous droits réservés - CGV - Mentions légales