Modes d'emploi
Atalier keginañ e brezhoneg penn-da-benn ! Ur wech ar miz e Skol an Emsav !

Setu an abadenn dudi gentañ !

Fellout a ra deoc'h keginañ e brezhoneg penn-da-benn ? Deuit d'an atalier keginañ d'ar Sadorn 24 a viz Gwengolo e ti-Skol !

Emgav da 9e30 e Skol an Emsav : prenet 'vo boued asambles e marc'had al Lisoù a-raok distreiñ da fardañ krampouezh ar bed ha debriñ asambles... e brezhoneg evel-just !

Ur prantad plijus 'vo a-dra-sur !

----
Emgav : Skol an Emsav, 8trolec'h Sant-Albin, Roazhon

Buhezourez : Patricia Pastrana Le Gall

15 € priz leun / 13 € priz izili

Lakait hoc'h anv a-raok ar 23 a viz Gwengolo dre ar furmskrid-se : https://forms.gle/GmHzyk2HyQzpyfrD8